Page:Le Goffic - L'Âme bretonne série 4, 1924.djvu/154

La bibliothèque libre.
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Cette page a été validée par deux contributeurs.


Ha te, quereer infam, gant ta votou ler,
A zigac, ar c’hlenvejo hac eun nombr a vizer.

AR C’HEREER

« Eun tam eo estimet huelloc’h ma état
Evit nen deo da hini, pot ar botou coat.
Ma ranche beajerrien bale gant sorgello [1],
Et nent eun anter hirroc’h oc’h ober campagno.

AR BOTOER

« Evit prepari’in douar de lakat an trevat,
Eo eun drar necesser cavet eur botou coat ;
Ne voeler den o palat er parc gant botou ler.
Ha c’hoas e fell dit laret ne n’on qet necesser !

AR C’HEREER

« Goud a ran ev ar botou coat a gonserv ar yec’het
Hac a brepar an douar evit lacat an ed,
Evel ma c’her da redec er parc gant o vejo,
E scanvoc’h ar botou ler evit eur sorgello.

AR BOTOER

Pa deui an erc’h, hac ar scorn, hac ar gouan kallet,
E ranko ar c’hereer paca e vinaouet,
Ha me doucho an arc’hant partout er marc’hajo,
Ha te a sello ouzin ha digor da da c’heno.

AR C’HEREER

« Pa enuo ar mis meurs hac an nene amzer
Da visca an habijo brao hac ar boto ler,
Neuze na vo istimet netra ar boto coat :
Ur boto ler da vale a so traou dilicat.

AR BOTOER

« Alliés en ranqes mont da dy ar c’hivijer
Ha na pe nemet tri scoet pe eun tri scoet anter
Ha me laca assembles bete c’huec’h uguent scoet
Da brena ar c’hoat boto ar baysantet.

  1. Sorgello, surnom donné aux sabots lâches et faisant du bruit.