Gwerz sant Kado

Eus Wikimammenn
J. Maisonneuve ha Ch. Leclerc, 1889  (p. 227-269)


GWERZ SANT KADO



A bell a zo me ’m a dezir
Da diskleria ar pez zo gwir,
Trei ar galleg en brezonek [1]
Eur c’hantik ker am euz kavet

Klewet ac’h euz komz dre ar vro
Demeuz ann otro sant Kado ?
He viraklo nag he vue
N’ac’h euz klewet biskoaz an-he.

E Ragoustand e oa ganet
Ha Raouach e oa hanvet ;
He vamm a oa Lorans Konstans,
Merc’h d’eur roue braz a Irland.


Eunn ermid e oa tost d’ar vro,
Lec’h m’a oa ganet sant Kado,
Deuaz d’hen goul da vadein,
Hag he dad prest da gonsantin,

Enostant ma oant païaned,
Med Doue en euz permetet.

Ann ermid a gas an-ehan
Eunn dewez da wit tan d’ehan
Da lochen ar bastored
Elec’h oant o vesa ann denved ;

Ar pastor kri o laret d’ehan
Na roje ket a dan d’ehan,
Nemed hen lakat a raje
De vonet gant-han n’ he jave ;

Sant Kado dre umilite
A lakaz glaou en he jave
Ewit kas d’he vestr ann ermit,
Hep poan d’he gorf na d’he abit ;


Neuze oe hanvet eur zorser,
Eur majisian, eunn tromper ;
Ar mestr-pastor a fell d’ehan
Mond ’n he ermitach d’hen lazan ;

En ermitach p’int ariet,
Dal war ar plas int bet rentet,
Ha mantret ho oll izili,
Na ellent mui ho remuin ;

Sant Kado dre gompasion
Ouz ho c’hlewet o c’houl pardon,
A c’heaz en orezon fervant
Hag ho greaz iac’h en eunn instant

P’oa ari sant Kado en oad,
A fellaz d’he vamm ha d’he dad
Hen lakaet da gomandin
War ann armeo ha d’ho reglin ;

Mes sant Kado na c’houle ket
Kombatin ewit treo ar bed :
’Barz ann dezert en em rentaz
Ha sant Gouard hen saludaz,


En plas de welet sant Andre
Oa eur mignon braz da Doue.

Sant Kado laka batisan
War ar mor eur pond ar c’heran,
War eur vrec’h-vor deuz ann Indrez,
Pini oe hanvet revier Estez ;

Unan deuz ann artizaned
Gand ar re all a oe lazet,
Ha ma hen toljont en eur stank ;
Pebez maleur d’ann dud mechant !

Sant Kado emez hen tennaz,
Sant Kado hen resusitaz.
Daouzek bla e oa bet eno
O resusitan tud varo,

Ouz ho c’honvertisan d’ar fe
Hag o lenn ann awiel d’he.


War-dro ’n anter-noz eo kemeret
Ker gand arme ar baïaned
O vasakrin ar gristenien ;
Dre ma o c’hevent, na vane den.

Oa sant Kado en he oviz,
Ec’h antrejont ’barz ann iliz ;
Eur barbar kri ha digonsianz
O treuzin dre he gorf eul lans.

Eunn neubeut goude-ze oe interet
Gand eunn toullad relijiuzed.
Ha m’a re miraklo ’n he vue,
A re c’hoaz kalz mui goude-ze.



Chanté par Guillaume Quellien, agé de soixante-treize ans, de La Roche.


SANT KADO
SAINT CADOC

\score {
\relative c'{
    \clef treble
    \key c \major
    \tempo \markup {\italic Allegro.}
    \autoBeamOff
    \time 3/8
    b'8 a b16([ c]) \bar "||" \time 2/4 d2-> \bar "||" g,4 a8 b \bar "||" \time 3/4 g4. b8 a b16([ c]) \bar "||" \time 2/4 d2-> | g,4 a8 b | \break
    g4 r8 g | c4 d | e8. d16 c8 e | d4. g,8 | c4 d | e8 c16([ b]) a8 b | \break
    \time 3/8 c4. \bar "|."
}
\addlyrics {
Kle -- vet hoc’h euz komz dre ar vro De -- meuz ann o -- tro sant Ka --
do? Ho vi -- ra -- klo nag he vu -- e N’hoc’h euz bis -- koaz kle -- vet an --
he.
}
  \layout {
  indent = #00
  line-width = #155
  ragged-last = ##t
 }
 \midi { }
}
\header { tagline = ##f }


————
  1. Un seul chanteur m’a dit ce premier couplet ; les autres débutaient toujours par le suivant — Klewet ac’h euz… —