Le texte de cette page a été corrigé et est conforme au fac-similé.
XIV
MARO PONTKALEK.
( Ies Kerne. )
I.
Eur werzecn neve zo savet ;
War niarkiz Ponlkalek eo gret ;
Traitour ! ah !
Malloz d’id !
Malloz d’id !
Traitour ! ah !
Malloz d’id ! ah !
War markiz iaouank Pontkalek,
Ker koant, ken drant, ker kalonek
Mignon a oa d’ar Vretoned,
Abalamour aneo oa deuet ;
Traitour ! ah ! etc.
Abalamour aneo oa deuel,
Hag etre-z-ho oa bel maget.
Mignon a oa d’ar Vretoned,
D’ar vourc’hizien ne larann ket ;
D’ar vourc’hizien ne larann ket,
E zo a-du ar C’hallaoned ;
E zo atao kas gwaska re
N’ho deuz na madou na levé.