Page:Le Grand Albert - La Vie des Saints.djvu/604

La bibliothèque libre.
Cette page n’a pas encore été corrigée
565
LA VIE DE S. KÉ.

Ar roue à Darac’h
A hano Leogais
A oue cren aoualac’h
Da c’hounid en antier
Oll stadou an Irland
Ha d’o soumeti tout
D’e armou triomphant
Ha dindan e c’hallout.

Mestr eus an oll boblou
En e brosperite,
E c’houlennas gajou
Eus a fidelite
Roïl din, emezan
E gouest e viot fidel
Anter-cant den bremàn
Eus a lignez huel.

St. Ke, iaouanq meurbed
En em gavas e toues
Ar re a oue choaset
Evid beza erres ;
Hac e ty ar Roue
Evel er prisonier
E chomas aneuze
Eur maread amser.

Un escop, gouscoude
Anvet St. Kirian,
Eus a gaptivite
A dennas anezàn,
Hac en deoue sourci,
l’a oa bet delivret,
Da lacaat en desqi
Evel ma oa dleet.

Goude var dro ar bloas
Pevar-c’hant-anter-cant
E bars en douar bras,
Pell dioc’h enez Irland,
E quear Tour en em rent,
E bro ar Gallaouet,
Eno en eur gouënt
E oue diguemeret.

Er gouënt a saras
An Escop Sant Martin,
E pini e vevas
Quen a deuas e fin
Enon ive St. Ke
A oue religius ;
Mes pell amser goude
Maro ar Sant eürus.

Eno e oue stumet
Da bep seurt vertuziou,
En dije tremenet
Memes e oll deiziou,
Peneverd ma cleve
E galon o criai
E c’houlenne Doue
E servich e leac’h-all.

Da volontez Doue
Bepred obeissant,
E tistro adarre
Var e guis en Irland,
Da gass ar sclerijen
D’e oll genvroïdi
Hac e guenta disquen
A ra e Connacy.

Ne oue quet pell er vro
Eb consolation ;
Ar boblou divar-dro
D’ar guir religion
Gant joa en em roë
O clevet e gomzou
Ha prom a gonsante
Discar o idolou

P’o guelas en hent mad
Ec’h eas Lageny
C’hoas evet labourat
Evel e Connacy
Eno en eur franquis
E cavas ar Voyen
Da sevel un ilis
Evit ar gristenien

Ar plaç ma oue savet
An ilis-màn gantàn
So bed goude anvet
Bepred forest Kerenan
Eno e testumas
Ar boblou niverus,
Pere a c’hounezas
Er vro-se da Jésus.