Page:Le Grand Albert - La Vie des Saints.djvu/603

La bibliothèque libre.
Cette page n’a pas encore été corrigée
564
LA VIE DE S. KÉ.

Chappelle, Baron de Molac, etc., Fondateur de ladite Paroisse, à cause de sa Maison de Kergoarnatehk, appartenant à Madame sa femme.

ANNOTATION.

Le guers suivant nous a été communiqué par une ancienne famille de la paroisse de Cléder.

GUERS AN AUTROU SANT KÉ

Ton : Guers Santes Maharit


Great oc’h eus, Clederis,
Dispignou bras meurbed,
Da guempen an Ilis
Oc’h eus nevez savet,
Ha bet oc’h eus souten
Ha ne oa quet dister
Digant Cals Belein
Guinidic a Gleder.

Unan ispicial
Savet e dignite
So bed dreist ar re ail
E generosite
Meuleudi hac henor
E toues ar gristenien
A vezo ho tensor
E troc eus ho moyen.

Tor or be gouscoude
Mar teufemp da gredi
O pe clasquet en se
Henor na meuleudi.
Nan, ar c’hloar eternel
A douche o Calon
Hac ar respect santel
Evit o taou Batron.

Gant reson, Clederis,
E pedit gant fizianç
Patronet oc’h ilis
Da rei deo’h assistanç ;
Sent bras e zint en êe
Ha bras eo o gallond
Biquen sicour Doue
Noufe dezo mancout.

St. Per, ar c’henta Pab
Eus an Ilis christen,
Dre chras Doue ar Mab
Dreist an oll disquibien,
Gard eus e densoriou
Er bed universel,
Carguet a alc’hoeziou
E bales eternel.

Mœs élevet oc’h eus oll
Cant guech buez St. Per,
E c’honta a ve coll
Va foan ha va amser.
Noc’h eus quet marteze
Clevet quen alies
Parlant eus à St. Ke
Na conta e vuez.

Nellan quet lavaret
Ec’h elfen discleria
An traou caër en deus gret
Eb tevel var netra
Var memor sempl an den
En em seuil cals, allas !
Eus a devalijen
Epad trizec cant vloas.

Goud a rer gouscoude
E c’hanas en Irland,
A dud a galite
Tost d’ar bloas pevar-c’hant
Goude ma tisquennas
Jesus-Christ hor Salver,
Hac enon e vevas
En e guenta amser.

Mœs evel ma c’hoarvez
Alies gant eur Sant
Cavout en e vuez
Abred poan ha tourmant
C’hoas crouadur tener
St. Ke a oue guëlet
Dindant eur bec’h ponner
A vaiheur accablet.