Page:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/34

La bibliothèque libre.
Cette page n’est pas destinée à être corrigée.

- 14 -
IV
Ar gontez iaouank Vhoulenne
Euz hi mamm-gaër, un deiz a oe:
— Petra *newez *zo en ti-ma,
Me gleo *r mewelienn o oela? —
— Gwella mardi *oa cr marchosi

  • Zo bet debret gant ar bleizdi. —

— Laret d*ez-he na odfont ket,
Me denno akord ma friet. —
Ar gontez iaouank Vhoulenne,
Euz hi mitijenn en de-se:
— Perag m*eo dibrenn ho koeffou,
N*eo ket en defaot a spilhou,
Euz ar foar vraz a Landreger
Digasset ’m boa d*ac*h peb a viller? —
— Ur paour a oa ama lojet,
Hag a zo en noz-ma marvvet;
Hag a zo en noz-ma marwet,
Dougenn he ganvo zo dleet. —
Ar contez iaouank ’choulenne
Euz hi mamm-gaër c*hoas en de-se:
— Petra ’zo newez en ti-ma,
Me gleo beleïenn o kana?
— Ur paour aman ’oa repuet,
Hag a zo en noz-ma marwet;
Haç a zo en noz-ma marwet,
Hen bezia brema vezo red.
— Lavaret d’ez-he kana ge,
Me *m euz arc’hant, hag a rei d’e. —
Ar contez iaouank *c’houlenne
Euz hi mamm-gaër, c*hoas en de-se :
— Pe-lec*h e manet ma friet?
Na deu ket pellocli d*am gwelet ;
Na deu ket pelloc’h d’am gwelet.
Ha kustum ez oa da donet.
— Terrubl, ma merc’h, e ho klewet;
Ha c’hui nWh ket purifiet. —